Geriadurig breton Groe, frouezh ul labour kaset get Maïlys Princé ha Bernard Le Béhérec
Ul levr kaer a zo bet nevez embannet get Goater : Geriadurig breton Groe hag a voda 3250 gêr. 5 plez labour a zo bet afer evit kaouit ur renabl ken klok !
Maïlys Princé, kelennourez brezhoneg hag oberiant àr ar rouedadoù sokial evit brudiñ yezhoù ha sevenadur ar vro he deus er savet a-gevred get Bernard Le Béhérec ganedik a Groe.
Un droiad da ginnig al levr a vo e Groe ar 6 ha 7 a viz Mezheven hag e Roazhon er stal levrioù L’encre de Bretagne an 12 a viz Mezheven. Moarvat vo ivez lakaet emgavioù en Oriant e-pad gouel ar gelted.
Stumm hir an atersadenn a vo da glevet en un abadenn arall ha dre bodkast àr al lec’hienn Radiobreizh.bzh.
Maïlys Princé a oa get Aodren Trehin.